Kemeromp ar straedoù d’ar 27 a viz Gwengolo e Naoned !
Adunvaniñ, emdidermenañ, yec’hed, lojañ, emdro, justis sokial
Manifestadeg an distro-skol – deuet da vezañ hengounel – a vo d’ar sadorn 27 a viz Gwengolo e Naoned, evit an adunvaniñ hag ar gwir d’an emdidermenañ. En un degouezh pounner ha tenn e vo, etre kresk taeroc’h-taerañ politikerezhioù ruster gourlakaet gant ar gouarnamant kreizennet e Pariz, kreñvaat gourdrouz ar politikerezhioù-se war an holl gevredigezhioù hag obererien emsav sevenadurel Breizh, ha taolioù-esae ensilañ hag itrikañ gant millarderien eus an tu-dehou pellañ war zigarez mesenerezh.
D’hor soñj en em gav Breizh en ur c’hroashent : e riskl emaomp da vont da get evel pobl, da enteuziañ penn-da-benn en ur Stad Gall a zo o trelatiñ gant ar faskouriezh hag an aotrouniezh, en-dro da darzhadegoù digevatalded ha direizhder.
Ur fazi hon eus graet a-stroll evel Breton·ez·ed en ur vevañ hon identelezh hag hor sevenadur en un doare re dibolitikaet, gant ur sell sevenadurel kazi hepken, ar pezh en deus lakaet ac’hanomp da vezañ e dalc’h youl Stad Bro-C’hall hag e didegezh. D’ar poent m’eo bet sammet ur pleg enepdemokratel gant ar Stad-se, ha n’eo bet kazi biskoazh ken unreizh ha distaolet gant an dud, e welomp bevennoù ar strategiezh-se, hag a rank cheñch. Ouzhpenn-se, n’eus nemet roet tu ar strategiezh-se deomp da dreuzvevañ gant un nebeud tammoù a skoaziadennoù.
Mod all, da betra e servij difenn hor sevenadur hag hor yezhoù ma n’eus ket tu ken en em lojañ e Breizh ? Ma n’eus ket tu ken en em brederiañ en ur sistem yec’hed reizh ? Ma vez distrujet buhezioù ha korfoù micherourien·ezed an agro-industri evit gounid an agrobusiness ? Ma vez kontammet ha drailhet hon dourioù, hon aodoù, hol lanneier, hor c’hoadoù hag hor c’hleuzioù ? Ma kresk buan an digevatalded hag an direizhder ?
Dre chañs ez eus bet oberoù liseidi Diwan, hini sonerien·ezed leurenn vrezhonek gant aozadur Breizh Alive d’ar 6 a viz Gwengolo e Karaez, hini Kenleur ha Sonerion a-enep ar ouennelouriezh ha toalioù-esae an tu-dehoù pellañ evit adtapout tachenn ar sevenadur : war a seblant e vez gwelet ur gourlamm salvus. Breizh n’eo ket prest da vervel c’hoazh !
Gervel a reomp neuze an holl Vretoned·ezed, ha dreist-holl an aozadurioù sevenadurel hag o izili, ar strolladoù evit difenn an ospitalioù, ar strolladoù ekologour, ar strolladoù evit al lojañ, ha tout an dud a fell dezho difenn ar renkadoù poblek e Breizh, da zont e Naoned d’ar 27 a viz Gwengolo evit an adunvaniñ ha gwir emdidermenañ pobl Vreizh, en ul lakaat ar manifestadeg e dalc’h an hini diwezhañ d’ar 17 a viz Mae e Roazhon evit ur galloud politikel e Breizh.
Gervel a reomp ivez da gemer perzh en darvoud Breizh Alive, hag a vo d’ar 6 a viz Gwengolo e Karaez. Trugarekaat e reomp al lañs a zo bet savet gant an aozerien·ezed.
Heuliañ a reomp gant evezh bras ar galvoù evit stankañ tiriadoù Stad Bro-C’hall adalek an 10 a viz Gwengolo ha gervel a reomp an holl da gemer perzh enno. Ezhomm zo d’un torr dispac’hel, – disoc’h d’an oberoù pobl ar brasañ ar gwellañ – evit en em saveteiñ deus an degouezh spontus-se. Un digarez evit ur galv « rannvroel » e Breizh, gant goulennoù evit Breizh, a c’hall dont da vezañ manifestateg d’ar 27 a viz Gwengolo.
Gelver a reomp an holl Vretoned·ezed, ha dreist-holl an emsav sevenadurel, da sammañ en un doare splann an ezhomm da gaout mennozioù politikel diwar-benn Breizh, d’an nebeutañ dre an adunvaniñ ha d’an emdidermenañ, evel hor c’hendirvi e Kembre, e Kerneveur, e Bro-Skos, en Iwerzhon, e Kanaky, e Gwadeloup, e Martinik, e Reunion, e Polinesia, e Gwiana, e Korsika, en Euskadi, e Katalonia hag e Galizia !
Evit ur galloud politikel eus Brest betek Klison !
Paissons diqu’a la victouère !
Breizh dieub ha sokialour !
Bertègn deheûdée e socialist !