Dispac'h – Collectif indépendantiste breton

Dispac'h!

Stand de Dispac'h, collectif indépendantiste breton

Kenstroll eus an tu-kleiz evit Breizh dizalc’h

Piv omp

Fellout a ra da zDispac'h bezañ un doare digor war an emsav breizhek

E 2018 eo bet krouet Dispac’h. Strollañ a ra stourmerien·ezed eus ar pemp departamant ha gant doareoù liesseurt. Anavezet eo bet tro-dro kudenn al lojañ ha kemer a ra perzh e meur a stourm e pep lec’h m’emañ.

Krediñ a reomp ez eus ur bobl vreizhek hag he deus meur a ezhomm hag a zo bet skarzhet gant ur galloud kreizennet gant Paris pe gant dilennidi lec’hel o toujañ ouzh mennozhioù ar strolladoù politikel.

Ouzhpenn bevañ diouzh he yezhoù hag he sevenadur, eo ar bobl-se un douar dizalc’hour mat evit ezteurel goulennoù sokial a bep seurt.

Indépendantisme breton dispac'h

Dizalc'hour

Skoazell a reomp soñj un demokratiezh lec’hel ma vefe tu d’an dud tabutal, kinnig ha votiñ al lezennoù, hag a vefe pleustret gant dilennidi, mandadoù torrus ganto. Ret eo digreskiñ al labour evit ma c’hall an dud ar baourañ kaout amzer hag energiezh evit kemer perzh en tabutoù.

Indépendantisme révolutionnaire breton dispac'h

Dispac'hour

Ret eo deomp stourm a-enep korvoiñ ekonomikel hon endro hag an dud, a-enep an aotrouniezh a-bep-mod, a-enep ar gwaskerezh liammet ouzh ar jener, ar ouenn, ar renkad sokial, ar yezhoù hag all.

Groupe internationaliste breton

Etrevroadelour

Difenn a reomp hor yezhoù hag hon identelezhioù en ur vezañ digor ha kengret gant an holl pobloù er bed-a-bezh.

Hor fennadoù

Breizh hag LFI : an demokratelezh nac’het

Da heul hon destenn diwar-benn ar biorannvroioù, Cécile Beaudouin, kannadez-kêr Brest, he deus respontet deomp. Estreget ober goap hag atahinañ, ar respont-se n’he deus degaset arguzenn ebet war ar pep ...

Lire l'article

Kerzhadegoù al Lorc’h e Breizh : hon lorc’hioù a zigor ribinoù

Diouzh ur savboent breizhat e skoazellomp gwirioù an dud LGBT+ er mizvezh Pride-mañ.

Lire l'article

Fest Kala-Goañv #2

Dispac'h a bed ac'hanoc'h 'wit ur sonadeg en Dibar (Plougonveur) evit souten ar re zo tamallet gant justis Bro-C'hall

Lire l'article

Darempred

Maz oc’h dedennet gant hor mennozhioù e c’hellit mont e darempred ganeomp e-pad hon darvoudoù, war hor rouedadoù pe dre bostel.

dispachbzh@riseup.net

Scroll to Top