Gourdrouz ar vroadelouriezh saoz ouzh identelezh kelt Kerneveur
Dre ma gavomp tost tre stad politikel Bro Gernow ouzh hon-hini aman e Breizh, hon eus dibabet trein ha skignan ar pennad-skrid-se embannet gant Cobblestone Media. Impalerezhioù saoz ha gall a lak hor sevenadurioù er memes arvar hag a rank bout diboulzet war ar memes tro.
Embannet gant Dòmhnall Ó Caomhánaigh, d’an 28 a viz Even 2025
Dre Inizi Breizh-Veur e vez adkempennet an identelezh broadel. Referendom Bro-Skos e 2014 diwar-benn an dizalc’hiezh en deus adsavet ur santimant a vroadelouriezh n’en deus ket paouezet da greskiñ, gant ar SNP [Scottish National Party, strollad sokialdemokrat] hag a zo staliet start er bed politikel. Daoust m’o deus c’hwitet dilennadegoù hollek 2024 ha daoust d’o c’hudennoù diabarzh, e chom ar SNP un oberour pennañ war leurenn Europa.
E Kembre en deus lakaet goulenn ar souveneriezh e-kreiz an tabutoù foran, harpet gant adsavidigezh sevenadurel ar c’hembraeg ha kresk Plaid Cymru. Diskouez a ra ar sontadegoù diwezhañ emañ Strollad al Labour war-nes koll e vestroni a gant vloaz e Kembre. En un hent-dall emañ ar vro bremañ. Diouzh un tu e tifenn Plaid Cymru [tu-kleiz] un identelezh kelt en ul lakaat war-raok ivez ur sell araokour ha modern, ha diouzh un tu all e c’halv Reform UK [tu-dehoù pellañ, kevatal ouzh ar RN] ar voterien gant ur retorik a-enep an emvroidi ha gant promesaoù goullo d’ar renkadoù poblek.
En Iwerzhon e tiskouez un adsavidigezh sevenadurel, merket gant berzh etrevroadel strolladoù evel Kneecap pe Lankum, ur rummad yaouankoc’h hag a zegemer gant fiziañs e iwerzhonelezh hervez e dermenoù e-unan. Al luskad sevenadurel-se zo o reiñ muioc’h-mui a nerzh da vennozh an adunvaniezh. N’eo ket mui un huñvre pell soñj un Iwerzhon unanet ; un dazont gwirheñvel eo.
Koulskoude e Kerneveur – unan eus ar c’hwec’h broad keltiek anavezet – emañ ar memes adsavidigezh-se en arvar, n’eo ket abalamour d’an apatiezh, met abalamour da gresk ar vroadelouriezh saoz. Evel ma vez kaset war-raok gant Reform UK hag e genvredidi ur sell kreizennour hag unsevenadurel war identelezh Breizh-Veur, e vez Kerne-Veur en arvar muioc’h-mui. Hep ar gwarezoù ensavadurel a vez gant Bro-Skos, Kembre pe Iwerzhon en em gav ar C’herneveuriz gant ur riskl gwirion da vezañ distrujet war an dachenn sevenadurel ha politikel.
Broadelouriezh saoz : Soft Power, Hard Impact
Faskour splann eo broadelouriezh saoz a-vremañ. Dougen a ra holl merkoù an ideologiezh aotrouniek : un dalc’h gant ar glannder broadel, un nac’hadenn eus an diforc’hoù rannvroel, hag un enebiezh ouzh an disentidigezh. Broudañ a ra Breizh-Veur kreizennet war kreiz Bro-Saoz, ma vez stummet an hengounioù, an ensavadurioù hag ar gouarnamant hervez normoù ha selloù saoz hengounel. Gwelet e vez an dereadur evel un dreistgwir ; an emerenerezh sevenadurel evel ur gourdrouz.
Evit ar c’herneveuriz e sav ur gudenn an dra-se. N’eus arc’hantaouiñ foran gwarantet ebet evit ar c’herneveureg, hag a zo renket evel “en arvar kriz” gant an UNESCO. N’eus emrenerezh talvoudus ebet gant ar gouarnamant lec’hel. Daoust ma oa bet anavezet ar C’herneveuriz evel ur vinorelezh vroadel e 2014 e framm ar Framework Convention for the Protection of National Minorities eo bet dister ar skoazell pleustret.
An nac’hadenn da sevel ur bodadeg evit Kerne-Veur, daoust d’ar skoazell dreistordinal diskouezet er c’huzuliadeg e 2002, zo arouez ur patrom ledanoc’h : hini an dievezh sevenadurel hag an nac’hadenn bolitikel. Er c’hontrol da Vro-Skos pe da Gembre e vez sellet ouzh Kerne-Veur c’hoazh evel ur “c’hontelezh saoz” kentoc’h eget ouzh ur vroad keltiek dibar.
Adsavidigezh kelt e lec’h all
Kreñvaet eo bet identelezk Bro-Skos gant trec’hadennoù politikel. Graet eo bet eus an identelezh un danvez eskemm bedel gant ar referendom dizalc’hiezh. Adsavidigezh ar c’hembraeg, dre ar panelloù divyezhek, ar skolioù, ar mediaoù, he deus normalaet ar yezh evel yezh vev, ha n’eo ket ur guriusted. En Iwerzhon e vez liammet an adsavidigezh sevenadurel gant distaol an hêrezh trevadennel. Ober a ra arzourien evel Kneecap rap en iwerzhoneg diwar-benn buhez ar micherourien, politikerezh hag harzerezh, tra ma vez implijet ar sonerezh hengounel gant strolladoù folk-punk evel Lankum evit goulenn ar galloud hag ar vodernelezh. Enep-asimiladur eo al luskadoù-se. Ne c’houlennont ket aotre evit bevañ, disklêriañ a reont o gwir da vevañ.
E Kerne-veur, er c’hontrol, ne vez ket kavet ar framm ensavadurel hag ar binvioù evit kas war-raok un adsavidigezh heñvel war un dachenn vras. Ar strivoù evit adsevel ar c’herneveureg, aozañ gouelioù sevenadurel ha derc’hel ur gwask politikel dre Mebyon Kernow ha strolladoù all a zo galloudus, met dindan arc’hantaouiñ. Hep skoazell frammadurel ez eus ur ziskl e teufe sevenadur Kerne da vezañ fosilizet, evel un dra iskis da sellout outañ ha n’eo ket da vevañ.
Parallelennoù gant Spagn Franco
Evit kompren an dañjer a c’hallfe bezañ, taolomp ur sell ouzh Katalonia Francisco Franco. Goude ar brezel diabarzh e roas Franco lañs d’ur program taer a waskañ sevenadurel. Difennet e voe ar c’hatalaneg er vuhez foran ; distrujet e voe levrioù e katalaneg ; komz ar yezh a c’helffe ac’hanoc’h da vezañ skarzhet eus ho labour… pe gwashoc’h c’hoazh. Sklaer e oa ar pal : steuziañ ar soñj eus ur vroad katalan ha lakaat un identelezh hepken da dalvezout, hini spagnolek.
Kerne-Veur n’eo ket Katalonia, bihanoc’h ha paouroc’h eo. Ar Rouantelezh-Unanet n’eo ket Spagn Franco, met ur Stad modernoc’h ha kripto-faskour. Hiziv an deiz, ar mougañ ne dalvez ket mui ar feulster splann. Gallout a ra an diverkañ sevenadurel bezañ tizhet dre ar sioulder, an disoñj hag an asimiladur rediet. E Kerne-Veur e vez desket ral a wech d’ar vugale o istor o-unan, ar Stannary Parliament, emsavadeg 1497, ar Prayer Book Uprising. Dont a ra an arc’hantaouiñ foran d’an ensavadurioù saoz hepken, ha n’eus ket kalz mouezhioù kerneveurek er c’hendivizioù broadel. N’eo ket ur gouarnamant neptu ; un doare impalaeriezh soutil met a-ratozh eo.
Gourdrouz Reform UK
Ha setu Reform UK. War an diavaez eo un emzalc’h poblour d’an diskoñfort ekonomikel ha politikel. Met en e greiz emañ un doare tagus eus ar vroadelouriezh saoz, enep an dizalc’hiezh, enep gwirioù ar minorelezhioù, hag enep al liested. Ijinañ a ra Breizh-Veur gant bonedoù plat, pintoù, ha nostalgiezh an impalaeriezh, ma vez graet estren eus kement tra a zo er-maez eus ar sell strizh-se.
Kernev-Veur, gant hec’h identelezh keltiek hag hec’h istor emsav, ne glot ket gant ar moull-se. Ne glask ket Reform UK diverkañ an enbroañ pe levezon Europa hepken ; fellout a ra dezhañ plaenaat an holl stummoù liesseurted, en o zouez liesseurted diabarzh ar broadoù hag ar rannvroioù eus ar Rouantelezh-Unanet. En un aergelc’h politikel evel-se ne vez ket disoñjet sevenadur Kernev hepken ; gwelet e vez evel un dra direnkus.
Diverkañ sevenadurel hep diktatouriezh
N’eus ket ezhomm eus ur Franco evit distrujañ ur sevenadur. N’eus nemet ezhomm eus ur gouarnamant na arc’hantaou morse he yezh, na gelenn morse hec’h istor, ha na ro morse ur vouezh politikel dezhi. Ezhomm zo eus ur media a zisoñj anezhi, hag eus ur reizhiad deskadurezh a dermen ar “Vreizhveuriadelezh” dre ar saozneg. A-hed an amzer ne varv ket ar sevenadurioù abalamour d’ar boledoù, met abalamour d’ar sioulder.
Ar vojenn broadelour saoz – savet diwar an Impalaeriezh, Churchill, ha “talvoudoù Breizh-Veur” – a a ro nebeut a blas d’ar greanterien kerneveurek, ar gouelioù pobl, pe ar c’herneveureg. Lakaat a ra Kerne-Veur da vezañ ul lec’h vakañsiñ evit ar re binvidik, hag ar C’herneveuriz da vezañ un dra kurius.
Ha bremañ ? Ur galv d’ar rezistañs
Ar gourdrouz hag a zo war Kerne-Veur n’eo ket (bepred) an tiranterezh met un asfiksiezh sevenadurel gorrek. Ar vroadelouriezh saoz, dreist-holl en ar stumm adsavet gant Reform UK, a sell ouzh identelezh Kerne-Veur evel ouzh un anomaliezh da vezañ lonket pe lezet a-gostez. Met Kerne-Veur n’eo ket Bro-Saoz. Biskoazh n’eo bet.
Koulskoude e kendalc’h ar resistañs. Kement banniel kernev a vez nijet, kement bugel o teskiñ kerneveureg, kement mouezh roet da vMebyon Kernow a zo un ober a stourm ouzh an diverkañ. Ne fell ket d’ar C’herneveuriz an digenvez na dreistgwirioù, fellout a ra dezho ar pezh a zo reizh. C’hoant o deus da vevañ hervez o soñj o-unan, gant o istor anavezet, o yezh skoazellet, ha roet d’o fobl ar gwir da stummañ o dazont.
Prouiñ a ra ar pezh a c’hoarvez e Bro-Skos, e Kembre hag en Iwerzhon, e ya asambles an adsavidigezh sevenadurel hag an emrenerezh bolitikel. Evit ma c’hallfe Kerne-Veur mont war-raok evel broad keltiek ez eus ezhomm eus an daou.
Sklaer eo ar pezh en deus c’hoarvezet en istor Europa : gwaskañ ar broadoù minorelaet en anv an unaniezh ne sav ket nerzh, met direizhder. Ma fell da Gerne-Veur chom bev ha bleuniañ eo ret dezhi enebiñ ouzh ar maread-se a asimiladur ha kemer he flas e-touez broadoù keltiek an inizi.
Diouzh se emañ dazont Kerne-Veur.