Kerzhadegoù al Lorc'h e Breizh : hon lorc’hioù a zigor ribinoù
Diouzh ur savboent breizhat e skoazellomp gwirioù an dud LGBT+ er mizvezh Pride-mañ.
Gwaskañ a ra Stad-broad dre natur. Ne ra ket nemet merañ : produiñ a ra ar pezh a vez sellet evel “normal” : ur yezh, ur familh, ur reizhelezh reizh, ur sevenadur mestr, un doare da vevañ. Evit disujañ diouzh pep seurt gwaskerezh eo ret ivez disujañ diouzh ar Stad-broad. En degouezh-se e c’hall an identelezhioù queer hag an identelezhioù breizhat bezañ hentoù frankiz.
Digeriñ a ra an dizalc’houriezh e Breizh un troc’h er Stad hag e vojennoù : e lec’h ma vez komzet eus ur bobl unvan gant ar Stad (diwar ar patrom ur bobl-ur yezh-ur sevenadur) evit azezañ e hegemoniezh e lak en arvar padusted pobloù evel pobl Vreizh e ziazezoù o-unan. Pa vez keñveriet gant Blanquer ar skolioù Diwan ouzh an islamourien e welomp mat pegen spontus e c’hellomp bezañ evit ur gouarnamant e diouer a reizhded.
Disujañ a ra ar c’humunezhioù queer, eus o zu, diouzh kontroll ar Stad dre leuniañ e doulloù : rouedadoù emzifenn, titouroù diwar-benn an hormonoù hag o efedoù – alies klokoc’h eget ar pezh a vez kinniget gant vedisined a zo re zaleet c’hoazh -, an dizarbenn evit ar sekselezh en un degouezh ma c’hall bezañ an c’hevredigezhioù enframmet en ur patrom arallreizhiat ha kizjener, ar skoazell gwirel evit cheñchamant stad keodedel…
Savboentoù zo a c’hallfe enebiñ ar c’humunezhioù queer, gwelet evel etrebroadel hag hep diazez tiriadel, ouzh an dizalc’houriezh, gwelet evel strizh a spered dre natur. Faos eo an enebiezh-se : etrebroadel eo bet atav ar stourmoù dizalc’hour eus an tu kleiz, hag ar “gumuniezh queer” zo e gwirionez ur bern rouedadoù lec’het etreliammet, pep hini gwiriennet en e diriad.
Degas a ra an enebiezh-se d’ur soñj koulskoude : ma c’hall lakaat a ra en arvar an identelezhioù-se ar Stad pep hini diouzh o zu, e c’hellont bezañ lakaet asambles evit dont da vezañ dañjerus da vat, peogwir e savont kumuniezhioù enebet ouzh ar Stad, e ensavadurioù hag e sell hegemoniek ouzh an identelezh.
Gant an div identelezh-se ez eus ivez ar riskl e vefent adkemeret gant ar gapitalouriezh, a vez kustumet da adkemer elfennoù ur sevenadur evit cheñch anezho e elfennoù folklorel ha diwar-c’horre en ur disteurel o orinoù. Hep o stumm politikel e koll an identelezhioù-se o galloud dispac’hel.