Breizh hag LFI : an demokratelezh nac’het
Da heul hon destenn diwar-benn ar biorannvroioù embannet e-pad an hañv, Cécile Beaudouin, kannadez-kêr Brest, he deus respontet deomp d’an 20 a viz Here. Estreget ober goap hag atahinañ, ar respont-se n’he deus degaset arguzenn ebet war ar pep pouezusañ. Da gentañ, morse n’hon eus nac’het poell adaozañ tiriadoù melestradurel war an ekosistemoù hag ar c’hempouezioù ekologel : burutellaet hon eus an divizoù politikel a-dreñv ar raktres ha dreist-holl e zislavaroù demokratel.
Rak brav eo ar prezegennoù war an ekologiezh hag an tiriadoù, met peseurt plas a zo laosket da youl ar Vreizhiz gant LFI ?
Breizh n’eo ket un dalc’h
Respont LFI na respont ket d’ar goulenn pennañ : hini Breizh. Dibabet eo bet implijout kartenn Breizh gant pevar departamant. N’eo ket un dibab dister. Un arc’hadur istorel ha demokratel eo adunvanidigezh Breizh : er c’henarroud-se, un diviz politikel eo implijout ar gartenn-se. Anavezet eo ar rannadur gourlakaet gant ur renad aotrouniek evel ma vefe un dra naturel, ha broudet eo anezhi.
Gwashoc’h c’hoazh : graet e vez eus identelezhioù « stultennet » en destenn, ar pezh a ziberzh an identelezh breizhad. Hennezh, n’eo ket ur stultenn nag ur relegenn bennak. Un identelezh bev, liesseurt, harpet war un istor, ur sevenadur hag ur youl a-stroll eo. Anavezout anezhi n’eo ket digenglotus gant an ekologiezh, ar c’hengred etrevroadel, pe bezañ digor war peurrest ar bed. Dizoujus ha digomprenus eo seurt komzoù, dreist-holl eus perzh ur strollad o klask gounid mouezhioù en ur vro gant un identelezh ken kreñv hag hon hini – ha setu penaos koll miliadoù a vouezhioù gant ur frazennig dismegañsus…
Diazadoù doureier na ziverkont ket ar bobloù, hag an ekologiezh n’eo ket un abeg da ziviz e-plas ar boblañsoù.
LFI : Ur raktres « demokratel » o nac’hañ ar c’hoantoù demokratel
Splann eo an dislavar : arvennout a ra LFI kaout c’hoant adaozañ en un doare demokratel tiriadoù ar Stad C’hall, met e memes koulz, e laoskfent a-gostez an arc’hadurioù breizhek da geñver an adunvanidigezh hag an emrenerezh.
Lakaet eo war-wel an dislavar-se gant an deizataer : embannet eo bet testenn Cécile Beaudouin just a-raok disoc’hoù sontadenn IFOP evit Régions et Peuples Solidaires : hervezi, 78% eus ar Breizhiz a zo a-du gant muioc’h a emrenerezh, ha 56% a-du gant an adunvanidigezh. Evel-just, ur sontadenn eo, ret eo diwall ouzh talvoudegezh ar sifroù ; met n’hallomp ket kaozeal eus an arc’hadurioù-se evel ma vefent didalvez pe « stultennet »
N’hall ket ar FI ezteurel deus un tu kaout c’hoant « reiñ en dro o galloud d’ar boblañsoù », ha lezel a-gostez o arc’hadurioù deus un tu all, zoken pa tirenkont o patrom politikel.
An demokratelezh lerc’hel na rank ket bezañ disklêriet eus Pariz : rankout a ra bezañ savet gant ar pobloù war al lec’h.
Cheñchet eo Mélenchon war ar ouel. Ha diwar Breizh ?
Hervez Cécile Beaudouin, cheñchet eo e ali gant Jean-Luc Mélenchon da geñver meur a zanvez, o kemer skouer ar ouel. Brav. Padal, cheñch ali war un dalc’h, ne dalv ket cheñch ali war unan all. Kemer skouer war emdroadurioù amdremenet, na respont ket tamm ebet d’ar goulennoù war an arc’hadurioù a-vremañ.
Pelec’h emañ an emdroadur diwar Breizh, just a-walc’h ? Peseurt kinnig fetis a zo bet graet gant ar FI diwar-benn an emrenerezh ? Ha da geñver an adunvanidigezh, ez eus bet disklaeriet splann gant JLM « ne zafe ket betek al Liger » e-pad e brezegenn e Paimpont e miz Gouere. Ha daoust-hag en deus cheñchet e ali da geñver an deskadurezh dre soubidigezh ? Daoust-hag en deus cheñchet e ali da geñver e gomzoù heugus (hag a c’hellomp lenn war e blog c’hoazh) o intent e tennfe Diwan ouzh ur sekt bennak ?
Ne rebechomp ket da LFI kinnig ur doare all war an tiriadoù. Rebechiñ a reomp dezhi reiñ da grediñ e tifenn an demokratelezh breizhad keit m’emañ o nac’hañ kemer e kont c’hoantoù demokratel ar Breizhiz.
War an dalc’hoù-se, ar re pouezusañ, ne zegas respont ebet an destenn bet skrivet gant Cécile Beaudouin. Laosket eo a-gostez an tabut kroget ganeomp.
Sklaer eo hon savboent : n’hon eus ket da zibab etre Breizh hag an ekologiezh. Enebiñ a reomp ouzh implij unan evit nac’hañ egile.
M’he deus c’hoant ar FI da dabutal diwar-benn ar biorannvroioù, rankout a ra respont d’un nebeud goulennoù diazez : daoust-hag o do ar Vreizhiz ar gwir da zivizout o-unan eus o zazont ? Eus adunvanidigezh o bro ? Ha dibab al live emrenerezh o deus c’hoant ?
Gortoz a reomp respontoù diwar ar goulennoù-se, kentoc’h eget prosezioù ha luboltredoù.
Chom a reomp evel-just mennet da dabutal, dreist-holl e brezhoneg ; prest omp d’en ober en doare a faoto da Itron Beaudouin. Un degouezh a-feson e vo da sklaeraat un nebeud poentoù difennet gant he strollad politikel (arabat disoñjal memestra eo bet nac’het gant he c’heneiled eus Liger-Atlantel kemer perzh en tabut lec’h ma oant bet pedet gant ar C’henurzhierezh Demokratel Breizh, e deroù miz Gwengolo paseet). Marteze ez eus cheñchamant ‘barzh ar maner ?
Evit a re o deus amzer ha c’hoant d’en ober, pediñ a reomp ac’hanoc’h da skrivañ da strollad labour LFI diwar-benn ar biorannvroioù d’ar chomlec’h postel-mañ: ecoregionmelenchon2027@gmail.com